Article du 17/12/2009 à 16:15
«Divroa» gant Strollad Ar Vro Bagan
D’ar sul 29 a viz Du e Kastell-Paol oa ar wech kentañ d’ar strollad teatr ar Vro Bagan, c’hoari e bezh-c’hoari nevez «DIVROA».

Eizh taolenn a ya d’ober ar pezh-c’hoari, divroidi hepken war al leurenn bep a valizenn gante. Emañ an abadenn e-kreiz ar gaoz a zo er mare-mañ war-bouez an identelezh : digemer pe distaoler a vo graet an divroidi, pe AN HARLUIDI ekonomikel, politikel, hag ar re war dec’h blamour d’ar sec’hor, pe d’an doureier o sevel ?


Ar Vretoned o kuitaat o bro
E- pad pell amzer ‘neus kuitaet kalz Bretoned o bro da glask o zamm boued, evit kaout ur vuhez welloc’h evito hag o bugale.
Aet int etrezek mengleuzioù Trelaze e kichen Angers, Bro Arc’hantina, Kanada, kreisteiz Bro-c’hall, Paris ha war dro... N’o deus ket bet kavet bep tro an eürusted.
E hanter gentañ an XX vet kantved e teu ESTRENIEN da glask labour e Breizh, lod all da glask repu dirak ar brezelioù hag ar faskourien. Evel-se e teu Italianed e mengleuzioù An Uhelgoad ha Spagnoliz e Plougasnou. Nevez zo eo Euskariz a zo bet digemeret e Breizh.
War-lerc’h ar brezel 40, e klasker krouiñ labour e Breizh (Celib, Mob...). Derc’hel ra ar Vretoned da zivroañ. Er Stadoù Unanet e vezont, e New-York, e Montreal. Bro Pariz a sach tud atao, Bretoned ha divroidi all eus ar bed. Kalz labour a zo bet graet gant ar Vro Bagan da gaout TITOUROÙ war an danvez.


Filmoù ha c’hoariva
E don al leurenn ez eus UR SKRAMM bras. Emañ ar c’hoarierien kazimant o tont hag o vont ‘maez eus ar skramm griz a-drugarez d’ar gouleier ha d’ar sonioù. TAOLENNOÙ kaer a zo ha mestr eo Goulc’han Kervella, al leurenner war an dachenn. An traoù a zo bet digouezhet, an istorioù tremenet diskouezet war ar skramm hag ar pezh a zigouezh war al leurenn a zo LIAMMET. Gwalleurioù ar bed a zo bet hag a zeu war o giz INGAL.


Dans, fent ha kan
Nebeut a GINKLADURIOÙ a zo war al leurenn : tud hepken hep dihan, malizennoù gante. Dañs, fent, kan, ha bolontez da stourm a zo er pezh-c’hoari-mañ, teknikoù implijet ingal gant Goulc’han Kervella.
Setu un abadenn leun a vuhez hag a reuz : istor hir divroidi Breizh.
Dont a ra ar gaoz war an estranjourien digemeret gant ar Vretoned en deiz fenoz hag en amzer da zont evel-just.
Div eur hanter eo padet an abadenn, deut eo an noz, berr em eus kavet ma amzer...

Gerioù diaes
Divroañ : s’exiler.
An harluidi : les réfugiés.
Estrenien : des étrangers.
Titouroù : des renseignements, de la documentation.
Ur skramm : un écran.
Taolennoù : des tableaux, des scènes.
Liammet : lié.
Ingal : régulièrement.
Kinkladurioù : des décors.

 

Gouel Nedeleg en ur mod all

A-dreuz ar bed ez eus milionoù a dud GLOAZET en o c’horf gant an tampestoù bras, an dour-beuz, ar sec’hor… Petra ‘zo kaoz ? Ar gwrez o vont war gresk war ar blanedenn ‘blamour d’ar gaz «à effet de serre» a broduomp dre an uzinoù, an otoioù, ar c’hirri-nij… NAONEGEZH, KLENVEJOÙ-RED, bec’h etre an dud ha divroañ. Bemdez-doue e vez kaoz deus se er c’hazetennoù abaoe hanter-kant vloaz.


Petra ober ‘ta ?
Petra ober ? Ha ma chañchfemp hon mod da vevañ ? Ha da echuiñ gant ar bloaz kozh roiñ ul liv all da Nedeleg. Ur prof hepken a vefe tra-walc’h ! Ur prof DOUJUS eus an natur, eus ar C’HENWERZH REIZH. Ober UR PROF ni hon-unan eo ar gwellañ tra p’hor bez amzer. Pa rit un dra bennak gant ho taouarn emañ ho soñj gant an hini emaoc’h o vont da brofañ un dra bennak dezhañ.


Peseurt gouloù evit Nedeleg ha peseurt boued ?
Lakaat GARLANTEZIOÙ war ur wezenn er jardin a zo gwelloc’h evit prenañ ur we’en er stal. Moaien zo da implij traoù ekolijik : skourroù KELENN, IVIN pe ILIAV, gouloù-koar kentoc’h evit garlantezioù.
Hag ar boued ‘ta ? Prenomp boued a-ziwar-dro, bio. Goût a reomp e vez dav kaout etre 7 ha 9 gramm protein diwar plant da ober ur gramm protein loened. Debromp nebeutoc’h a gig ‘ta da WASTAN nebeutoc’h a voued da vare Nedeleg.
Traoù dister eo kement-mañ a larit c’hwi, ma karfemp ober kement-se e krogfe ar bed da cheñch liv !
J.F

Gerioù diaes
Gloazet : blessé.
Naonegezh : famine.
Kleñvejoù-red : épidémies.
Doujus : respectueux.
Ar c’henwerzh reizh : le commerce équitable.
Ur prof : un cadeau.
Garlantezioù : des guirlandes.
Kelenn, ivin, iliav : du houx, de l’if, du lierre.
Da wastañ : (gwastañ) gâcher.

 

Pemp bloaz zo !

E miz Here 2004 e oamp kroget gant ar bajenn vrezhonek er Poher . «Yes d’ar yezh» a lâre ar gazetenn d’ar 6 a viz Here 2004. Asambles e oa roet lañs d’ur bajenn e saozneg, n’eus ket mui anezhi bremañ. Roiñ an tu d’an dud da lenn pennadoù berr hag aes e brezhoneg, se faote deomp ober. Faot a rae deomp ivez lakaat tud Kreiz Breizh a gaoze brezhoneg da zeskiñ lenn yezh o bro hep mezh. Deskiñ gerioù nevez tamm-ha-tamm , brezhoneg hiziv ha brezhoneg warc’hoazh. ‘Meus aon eo bet kemeret skouer warnomp gant ar gazetenn Bremañ nevez ‘zo : ur c’heloù mat evit an dud o deus c’hoant lenn brezhoneg aes (Lennomp eo anv an div bajennad er gazetenn). Ouzhpenn 125 pajenn e brezhoneg diwar-benn ar stourmoù, ar servijoù publik, resto Coluche, an Tsunami hag ar vuhez pemdez, an ekoloji, ar chistr, gouelioù ha festivalioù, tud kreiz-Breizh en o labour, lise Diwan, ar Seizh Breur, an ankoù, an ilizoù ! kanerien hor bro… ar vuhez ! kasit keloù deomp eus ar vuhez en ho korn-bro da roiñ startijenn deomp holl.

 

Krenn-lavar (dicton)

Da ouel Nedeleg hira an deiz deus paz (beg) ar c’hefeleg,
D’an deiz kentañ ‘bloaz deus paz ar waz,
Da ouel ar Rouaned deus paz al leue.


A Noël le jour rallonge d’un pas (d’un bec) de bécasse,
Le premier de l’an d’un pas d’oie,
Aux Rois d’un pas de veau.


Actualité Flash info
La question de la semaine
Quel est l'artiste incontournable pour cette 19è édition des Charrues ?
Muse
NTM
Indochine
Bernez Tangi
Dutronc
Autre